Bombezennet eo Shangai gant ar c'hirri-nij japanat. Tec'hout a ra yaya ha tuduo diouzh ar gêr dre lammat e karr-samm ur sirk-red bihan.
Klask a ra tuduo reiñ c'hoant da yaya chom e surentez, gant ar re o deus savetaet anezho. Met mont a ra yaya gant an hent en-dro ha ne vo ket pell a-raok 'n em deurel e genou al louarn...