Emañ Milig o klask ul lec’h sioul d’ober titich e peoc’h, hep goût da zen. N’eo ket aes, avat. Ouzhpenn-se e teu Leoni da ginnig dezhañ klask pelec’h emañ ar staotigell strobinellus kentoc’h, kar honnezh a oar seveniñ hunvreoù an dud, war a lavar. Nemet evit kavout ar staotigell-se e ranko an daou vugel derc’hel penn ouzh Juluan hag e laz, mistri privezioù ar baotred.